Rhodri Mawr

Rouantelezh Rhodri Mawr.

Rhodri Mawr (Rhodri Veur e brezhoneg), pe Rhodri ap Merfyn, ganet war-dro 820 ha marvet e 878, a oa roue e Gwynedd, e Kembre an IXvet kantved.

Mab e oa da Merfyn Frych, roue Gwynedd ha da Nest ferch Cadell, merc'h roue Powys. Eñ an hini kentañ a zeuas a-benn da vout roue en darn vrasañ eus Kembre, pa varvas e dad e 844.

Pa varvas e eontr Cyngen, roue Powys, e-kerzh e droiad pirc'hirinañ da Roma e 855, e tegouezhas e rouantelezh etre daouarn e niz. E 872 en em veuzas Gwgon ap Meurig, roue Ceredigion ha Seisyllwg. Dont a reas e rouantelezh da Rhodri ivez dre e zimeziñ da Angharad, c'hoar Gwgon, ha setu penaos e teuas da vout roue en darn vrasañ eus Kembre.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search